Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Ar yaou 24 a viz Ebrel

brolandi @ 08:05

Da 20e30, e Sal Tournemine

PRAD DONprad-don_anicet-et-pte-fille-2.jpg

 

Un teulfilm 52 mn

 

 

Er bloavezhioù 50, n’eo ket bet komzet brezhoneg ken er familhoù. Ur rummad en doa kavet gwelloc’h luskellat e vugale gant sonioù nevez. Un anv all a oa bet roet d’ar plant ha d’al loened war ar maez. Kollet oa bet o anvioù gant ar parkeier. Hirio koulskoude kalzig a vugale a zo skoliet e klasoù divyezhek. Tud war o leve a glask penaos komz en dro yezh o bugaleaj. Abaoe 2005 eo bet kaset war-raok gant Kuzul Meur Penn-ar-Bed al luskad Klaskerien soñjoù evit skoulmañ liammoù e brezhoneg etre ar rummadoù. Heuliañ a ra ar film istor ur strollad skolidi a ra anaoudegezh gant Anicet, ur peizant eus Bannaleg a gaso anezho betek Prad Don, ur foenneg a vez douret c’hoazh gantañ e-giz gwechall. El lerc’h burzhudus-mañ a gredfec’h ankounac’haet gant an amzer, e tesko an holl, kozh ha yaouank penaos en em gompren gwelloc’h …

skeudenno-prad-don-011-1.jpg